Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/506

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
474
doctrin ar guir gristen.

lezen [1], hac hor Zalver e-unan antreas en ur goler zantel er moment ma chasseas ar brofanatourien eus an templ a Jerusalem [2]… Mæs ar goler a zo fall ha difennet pa vez control d’al lezen Doue, ar motivou evit pere en em goleromp, hac ive pa en em goleromp dreist-voder. Hor c’holer a ell beza direglet e diou fæçon, eme sant Thomas [3] ; pa zeziromp, pe autramant pa reomp re a zrouc d’hon nessa, ha pa en em lequeomp en ur fulor re-vras. Requeti punissa ar re-all, o funissa en effet en tû-all d’ar pez a vilitont, en em fulori betec coll carantez Doue hac ini an nessa, quemen-se-oll a so pec’hejoù-bras, marvel pe veniel, hervez an dezirou pe ar punitionou a bere e oar coupabl, hac hervez ap vrusder hac an hirder eus ar fulor e pehini en em laqueer. Requeti a rit, en ho coler, ar maro d’ho nessa, ober a rit, var e lerc’h goal bedennou ar re horrupla, er punissa cals a rit evit traou ar re vianna, ho fulor a zo dreist-voder hac a chom pell en ho calon ; en traou-se-oll e pec’hit marvelamant. Mæs ma na zezirit rei, pe ma na roit nemet punitionou proportionet da fautou ar vugale-fall, ar zervicherien direiz-se ; ha quemen-se, non pas dre vengeanç na dre gassoni, mæs dre zezir d’o c’horrigea, hac evit servichout da squer d’ar re-all, neuse ar goler, elleac’h beza ur pec’het, a zo un act a religion hac a vertus. Ar goler a zo ar vamen ampoesonet eus a bep seurt crimou, beza ez eo, eme ar fur Salomon [4], un elter pe un disquianteguez. Un den e coler a zo un den emeaz anezan e-unan : crêna a ra e oll isili ; squelf eo en e zellou, trouzal ha crial a ra evel un den disquiantet : ira in sinu stulti requiescit [5]. Al leou-douet,

  1. [Gw. Ex. XXXII, 19.]
  2. [Gw. Matth. XXI, 12-21 ; Marc. XI, 15-19 ; Luc. XIX, 45-48 ; Joan. II, 13-25.]
  3. [Tho. Aq., Sum. theol., Ia IIæ, q. 46, art. 3.]
  4. […]
  5. [Eccles. VII, 10.]