Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/51

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19
quenta loden.

dre fæçon, Mab Doue ha Mab Mari, a zo ar memes person divin, ar memes Jesus-Christ, guir Doue ha guir den, pehini er moment ma eo bet concevet en deus unisset assamblez an natur divin hac an natur humen, hac a zo deut en ur moment, da veza den parfet, evel ma oa Doue parfet a bep eternite. An union a zo etre ar c’horf ac an ene pere a zo diou zubstanç quen diffarant, a ro deomp un imach eus an union a so etre an natur divin hac an natur humen. Ne gomprenomp quet ar guirionezou-ma, mæs Doue en deus o discleriet deomp en e Scritur, ha quemen-se a so avoalc’h ; na ell nac hon trompla, nac en em drompla e-unan. Adoromp eta ar pez ne allomp da gompren, ha consideromp perac hac e pe fæçon en deus an eil ferson eus an Drindet en em c’hraet den.

I. An den, o tont var an douar a zo un objet eus a goler Doue, filius iræ [1] abalamour ma’z-eo ar frouez eus a un tad hac eus a ur vam goupabl, da lavaret eo, abalamour ma tisguen eus a lignes Adam hac Eva pere a zizentas ous Doue er barados terrestr. O fec’het en devoa serret ouzomp dor an êe, savet ur voguer a zisparti etre Doue hac an den ; ê laqueet da goeza dindan esclavach an drouc speret. Piou eta en tenno eus a ur stad quen din a druez ? Pa asten an Autrou Doue varzu-hac-ennan an dorn eus e drugarez, an dorn-ma a zo arretet gant an dorri eus e justiç pehini a c’houlen satisfaction ; mæs allas ! oll œuvrou-mad an dud just ne allent quet satisfia evit ar pec’het a behini ar valiç a zo infinit. Petra e teuï eta an den da veza ! O furnez , o trugarez, o madelez infinit eus va Doue ! Evit savetei an den, hep offanci ni-

  1. [Eph. II, 3.]