Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/511

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
479
pempet loden.

da souffr gant patiantet : tela prævisa minùs feriunt [1]. Considerit penos ar re a ra poan deoc’h n’ez int nemet instrumanchou a bere en em zervich an Autrou Doue, evit ho punissa, pe evit hoc’h amprou ha cresqui ho milit. Ar poaniou hac an humiliationou eus ar vuez-ma a zo evel an tân pehini a zervich d’hor purifia, evel ar c’hombajou pere a ro deomp occasion da veza victorius, evel ar morzolliou pere a ra deomp ar gurunen a immortalite. An tad Maner a lavare [2] : va adversourien a zo an ælez a ro Doue evit va foursu da guerzet en hent eus va zilvidiguez, penos e c’halfen-me chom hep o c’haret ! Ne zezirit ha ne garit netra dreist-voder, rac un den pehini a garre un drâ-bennac, a zo ato præst da facha, mar er priver eus ar pez a fell dezan da gaout… Paouezit a-gren pa viot e coler, ha deportit ma vezo tremenet, aroc corrigea pe damal : da locum iræ [3]. Tec’hit diouz ar re a zo caus deoc’h d’en em goleri, ha suportit gant patiantet defautou an dud gant pere oc’h obliget da veva, o songeal er batiantet a Zoue en hoc’h andret, en amzer memes ma en offancit.

Var an diegui. — Remejou.

I. An diegui a zo un dic’hoût evit ar vertus hac ul lezireguez da ober hon dever. Coupabl e vezer a ziegui, pa negliger da zervicha Doue, ha pa ne labourer quet pep-ini hervez e stad bac e gondition. An diegui a so or pec’bet-bras : garrotit, eme bor Zalver, e dreid hac e zaouarn d’ar zervicher inutil, ha taulit-ên en devaligen exterior [4]… An diegui a zo eta caus deomp da anc’houna-

  1. [« Ne sko ket ker gwall an daredoù pa vezont rakwelet » (lavar boutin disakr).]
  2. […]
  3. [Rom. XII, 19.]
  4. [Matth. XXV, 30 : inutilem servum ejicite in tenebras exteriores .]