Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/512

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
480
doctrin ar guir gristen.

c’haat an obligation hon deus da zervicha Doue ; caus e c’hoas ma collomp an amzer ha ma negligeomp deveriou hor stad.

1° An den diegus a ra a vechou e zever, lavaret a ra ur beden-bennac, mont a ra a vechou d’an ofiç, renta a ra ur zervich-bennac d’e nessa ; quemeret a ra ur boanic-bennac evit en em viret eus e dechou-fall, mæs ober a ra quemen-ma oll gant ul lezireguez hac un dic’hoût ar brassa ; ar pez a zisplich cals da Zoue, pehini a gar, eme ar Scritur, an ini a ra pront e zever ha gant joa : hilarem enim datorem diligit Deus [1]. Pa vezo bet epad e vuez lezirec d’en em instrui, da vont d’an ofiçou d’e barres, da dostaat ous e zacramanchou, en devezo c’hoas ar memes lezireguez en ê amzer diveza, mervel a rai marteze hep receo sacramant-ebet, hac e varo a vezo neuse ur maro eternel, siouas dezan… An amzer a zo un tenzor ar preciussa, mæs an den diegus ne fell quet dezan e lacat da dalvout. Pebes coll ! Mar quemer unan-bennac un tam douar divar ho coust, en em golerit hac e fell deoc’h mont ê proces ; mæs ne livirit netra d’an dud a ra deoc’h coll un heur bemdez, pe ouspen. Pa roit ur peç dillad d’ar paour, e santit e roit un drâ a gonsecanç, hac e livirit dezan lacat evez da zont re-alies d’hoc’h importuni ; mæs, allas ! ne zantit quet ar c’holl a rit o tremen cals a amzer o tansal, o c’hoari, oc’h ober bizitou hac o terc’hel conversationou da viana inutil, hac alies noazus d’ho silvidiguez. An oll gallou a eller da rapari nemet ar c’holl eus an amzer ; grit eta ho possubl evit en implija evel ma’z-eo dleet. En heur ar maro e carfemp caout an amzer hor beza collet, evit satisfia da

  1. [II. Cor. IX, 7.]