bour eus hon daouarn, ha pardonit deomp hon oll bec’hejou ! [1]… Disquibien da Jesus-Christ, heuillomp an exempl en deus roet deomp : hon avertissa a ra dre c’hinou ar profet penos en deus e-unan labouret a vianic : in laboribus à juventute mea [2]. An ebestel hac an oll zænt, en ur guer, bugale da labourou ha da groas Jesus-Christ, o deus tremenet o buez el labour hac er boan, eme sant Frances a Zall [3]. Servicherien d’ar memes mæstr, heuillomp ar memes hent, mar fell deomp erruout er memes bro ha caout ar memes recompanç ! Ar recompanç-ma a zo caër ha precius-meurbed ; mæs evit he gounit e renquer douguen pouez an deiz hac an domder : beza ez eo un tenzor cuzet ; mæs evit e gaout e renquer toulla ha fouilla an douar : ur gurunen ar gaëra eo ; mæs ret eo he gounit oc’h ober ur brezel cuntinuel da adversourien hor silvidiguez : ur rouantelez eo a behini ar rên n’en devezo fin-ebet ; mæs tên eo da c’hounit, ha n’en deus nemet an dud courajus a guemen a antrefe ennan… Roit deomp, ô va Doue, ar c’hraç da labourat gant courach ha da souffr gant patiantet epad hor buez, evit gounit ar rouantelez a brometit deomp ha galloud eno ho caret hac ho meuli epad an eternite !!!