Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/52

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20
doctrin ar guir gristen.

cun eus e berfectionou divin, Doue a ro deomp e Vab unic, an objet eus e oll gomplezançou, phini, dre e volontez e-unan, a zisquen eus an êe evidomp hac evit hor silvidiguez, en em c’hra den, a ro e gorf, a scuill e voad, a sacrifi e vuez evit satisfia da justiç e Dad, hon tenna eus a gaptivite ar pechet, ha digueri deomp dor ar barados.

II. En em ober a ra den, o quemeret ur c’horf hac un ene eveldomp, ê corf sacr ar Verc’hes Vari, dre vertus ar Speret Santel. An den a zo composet eus a ur c’horf hac eus a un ene, evel-se, Jesus-Christ a guemer ive an eil hac eguile : o c’hemeret a ra ê corf ar Verc’hes Vari, da lavaret eo, penos er c’horf sacr-se, oc’h en em zervichout eus a voad hac eus a zubstanç ar Verc’hes santel, e furm hac e c’hunis an natur humen gant an natur divin ; ha quemen-ma a erru, non pas naturelamant, mæs dre vertus ar Speret Santel, da lavaret eo, dre ur miracl eus a berz Doue. Ar miracl-ma a zo attribuet d’ar Speret Santel, abalamour incarnation ar Verb a zo unan hac ar vrassa memes eus an oll œuvrou a garantez Doue, pere a vez attribuet d’ar Speret Santel, evel ma vez an œuvrou a c’halloud attribuet d’an Tad, hac an œuvrou a drugarez d’ar Mab ; mæs an tri ferson divin o deus quement a berz an eil evel eguile en oll œuvrou exterior, ha dre eno, en œuvr-ma. Ar Verc’hes sacr, pehini he deus concevet ha laqueet er bed hor Zalver, a zo eta veritablamant mam da Zoue, calite quen caër, eme sant Bernard, quen na eller quet he c’hompren. Doue, emezan, a ell crouï ur bed-all caëroc’h evit hêma, mas impossubl eo dezan accordi bras-