eus va c’halon, c’hui pehini a zo mam ha guerc’hes assamblez ! Ha c’hui, sant Joseph, tad maguer ha gardien va Zalver, pebes enor na dlean-me quet da renta deoc’h ! Da viana e quemeran ar resolution da brononç alies, hac ato gant ur respet ar brassa, an tri hano zantel a Jesus, a Vari hac a Joseph. Va Doue, roit ive d’în ar c’hraç d’o frononç evel ma’z-eo dleet, en heur eus va maro ! J. M. J. !!!
Jesus-Christ maro var ar groas evit hon dilivra eus a gaptivite ar pec’het, a boaniou an ifern, hac evit militout deomp ar vuez eternel, cetu a ze ar virionez a hanvomp myster ar Redemption. Ar virionez-ma discleriet gant Doue a zo ur myster ; rac ne gomprenomp quet penos an eil ferson eus an Drindet, Doue evel an Tad hac ar Speret Santel, en deus bet ar vadelez da guemeret ur c’horf hac un ene henvel ous hon rê-nî, ha da souffr a bep seurt tourmanchou hac ar maro memes evit hon tenna eus a esclavach an drouc-speret ha digueri deomp dor an êe. Evel Doue ne alle quet mervel, mæs evel den en deus anduret ar maro, hac evel Doue en deus roet ur prix infinit d’e souffrançou ha d’e varo. En instant ma varvas, e ene pur en em zispartias eus e gorf ; mæs e zivinite a chomas ato unisset gant an eil ha gant eguile. Ar profet David, o parlant eus a vyster ar Redemption a behini Doue en devoa roet dezan anoudeguez aroc ma voue accomplisset, a lavar penos er myster-ma an drugarez hac ar virionez a zo eat an eil da gaout eben : misericordia