Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/56

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
doctrin ar guir gristen.

et veritas obviaverunt sibi [1] ; da lavaret eo, eme an Tadou zantel, Doue er myster-ma en deus disquezet peguement e cassa ar pec’het, hac er memes amzer peguer bras eo bet e drugarez en hon andret. Ar guir zervicher d’ar groas, oc’h ober reflexion var ar c’homzou-ma, a gompren aezamant an horrol a dle da gaout ouz ar pec het ; ar garantez en deus bet Doue evidomp ; ar fizianç a dle da inspira deomp ar sin adorabl eus hon redemption.

I. Petra ell guell desqui deomp an horrol en deus Doue eus ar pec’het, eguet ar guel eus ar groas ?… Deomp assamblez d’ar C’halvar : sellomp ous Jesus-Christ stag ous ar groas, curunet a spern ; e dreid hac e zaouarn toullet gant an tachou ; e gorf freuzet, dispennet, bruzunet : consideromp ên goapeët, bafouët, blasphemet gant ar re a zo en dro dezan ; dilezet memes gant e Dad eternel !… Goulennomp ouzomp hon-unan petra so caus eus an tourmanchou diremed se, hac eus ar maro cruel-se pehini a souffr ? Ar feiz a respont deomp : netra-all ebet nemet ar pec’het. O piou eta a ell compren peguer bras drouc eo ar pec’het ! Nan, va Doue, hon tud quenta chasseet eus ar barados terrestr, abalamour d’o dizoboissanç ; an douar goloet dre un diluch universel, abalamour da zizurzou an dud ; Sodôm ha Gomorrh distrujet ha laqueet e poultr hac ê ludu, abalamour da viçou mezus o habitantet ; ar rouanteleziou affliget gant ar guernez, ar brezel hac ar vocen, abalamour d’o fallagriez, quemen-se-oll ne roont quet d’în da anaout, en ur fæçon quen sclær, peguer goas-tra eo ar pec’het, eguet ar guel eus a groas va Zalver ! Offancet hon devoa

  1. [Ps. LXXXIV, 11.]