Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/60

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
doctrin ar guir gristen.

glen eus hor feiz hac eus hor c’hreden ; eus ar feiz bac eus ar greden a bere e reomp hon-unan profession var o lerc’h. Symbolen an ebestel, eme sant Ambroas, a zo banyel soudardet Jesus-Christ, ar zin a zervich da zifaranti anezo eus a zezertourien ar feiz ; ar c’hachet a dleomp da zouguen var hor c’halon hac a ro da anaout da biou ez-omp, rac avoalc’h eo da un den discleria ar pez a gred evit rei da anaout pe seurt religion a heuill… An Ilis en em zervich eus a beder zymbolen : ar guenta eo symbolen an ebestel, e pehini e caver e ber-gomzou ar mysteriou hac ar guirionezou principala ha necessera d’an dud da anaout ha da gredi, evit beza salvet. An ebestel a gomposas ar zymbolen-ma aroc en em zispartia evit mont da breseg an Aviel dre bevar c’horn ar bed : o intantion, oc’h e ober, a voa evit n’o devize bet entrezo nemet ar memes fæçon da annonç ha da zesqui d’ar re-all ar poencbou principala eus hon religion… An eil symbolen eo symbolen ar c’honcil a Nicee. An deirvet eo an ini a vez canet en oferen-bred hac a zo bet composet en ur c’honcil er guær a Gonstantinobl. Ar c’honcil-ma a aprouas pen-da-ben symbolen ar c’honcil general a Nicee, pehini a zisclerie e oa Jesus-Christ Doue evel e Dad hac eus ar memes substanç gantan : consubsiantialem Patri, a-enep an hæretic Arius pehini a brætante penos Jesus-Christ en devoa bet ur commançamant, memes evel Doue. Er c’honcil a Gonstantinobl e oue ive condaonet an hæretic Macedonius pehini a brezegue penos ar Speret Santel ne oa quet Doue evel an Tad hac ar Mab, ha cousgoude e tisquen, eme ar c’honcil, eus an eil hac eguile : qui ex Patre