Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/68

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
doctrin ar guir gristen.

dlê quet beza ar virionez ? An traou crouet n’ez-int quet caer evitho o-unan, eme sant Augustin ; mæs caer int, evit hon douguen da garet ha da veuli an ini en deus o c’hrouet abalamour deomp : omnia propter electos [1].

Er bemped devez, Doue a ordrenas d’an dour produi pesquet ha laboucet a beb seurt : ha querquent en em gavas en dour un niver bras a besquet, eus a bere ar raç a guntinu ato, petra-bennac ma en em zevoront entrezo… E certen poënchou, e teuont var bord an dour hac ez-eont gant ar rifierou, evel pa falfe dezo en em rei d’an den evit pehini ez-int crouet !… Al laboucet ive a voue furmet eus an dour, ha lod anezo a chomas en dro d’an dour, hac a ra o neiz var an dour memes e creiz ar mor en ur fæçon an admirapla ; lod-all a nigeas evit chom er c’hoajou ha dre an ær, e pe lec’h e canont hac e veulont Doue en o yez, evel an oll labouced-all, evit desqui deomp e tleomp ive er meuli eus a bep tra, hac e pep amzer : benedicam Domino in omni tempore [2].

Er c’huec’hvet devez, Doue a gourc’hemennas d’an douar produi a bep seurt anevaled pere a dleie beza particulieramant evit servich an den ; ha goude e crouas al loëned-guez hac an amprefaned… Perac, eme c’hui, en deus crouet an Autrou Doue, an oll amprefaned-vil-se ha cals a draou-all inutil ? Evit disquez e c’halloud ê pep tra ha rei deomp leac’h d’e veuli bepred. An amprefaned, pere o deus o oll isili evel an anevaled, a ro couls da anaout ar galloud a Zoue, evel ar c’haëra eus an astrou. An ini a ra un horolach vian, a ell beza couls horolacher, evel an ini a ra unan-vras. An amprefaned, an aër, dre exempl,

  1. [II. Tim. II, 10.]
  2. [Ps. XXXIII, 2.]