Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/70

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38
doctrin ar guir gristen.

par da Zoue, hac e teuas c’hoant dezan da zevel un trôn quen huel hac ini Doue memes. Un niver-bras a ælez en em rencas a un tû-ganthan. Doue o velet o revolt hac o ourgouill, o bannas en ifern pehini a reas evitho. Ar re-ma eo a zo hanvet drouc-ælez, drouc-sperejou ha diaoulou, abalamour ma’z-int occupet continuelamant da ober drouc ha da denti an dud, o veza avius eus an eürusded a bromet Doue dezo. Natur an den o veza semploc’h ha disterroc’h eguet ini an ælez, Doue en deus muioc’h a druez outhan : er gortos a ra alies da cench ha da ober pinigen, e leac’h ma vannas an ælez en ifern goude ar pec’het quenta a gometjont. Evel-se ho parnidiguez, ô va oue, a zo ato leun a justiç !

An ælez a chomas fidel da Zoue, a recevas diganthan graçou crêvoc’h hac a zo brêma sperejou parfet pere ne allont mui pec’hi… Aroc beza recevet ar recompanç eus o fidelite, ne jouiçzent quet eus ar guel a Zoue pehini a ra an eürusdet souveren, mæs adalec ar moment-se, e velont Doue faç-ha-faç, hep beza bet sujet d’ar maro, o veza n’o devoa quet a gorf… Beza ez-eus un niver-bras a ælez : o fartagi a rêr ordinalamant e nao c’hœur, pe e nao renq : ar c’henta pe an huella eo ar C’herubinet ; an eil, ar Seraphinet ; an drede, an Thronet ; ar bevare, ar Brincipauteet ; ar bempet, ar Puissançou ; ar c’huec’hvet, an Dominationou ; ar seizvet, Vertuziou an ævou ; an eizvet, an Arc’hælez ; an navet, an Ælez. Pep rouantelez, pep bro, pep parres, pep den, o deus o ælez gfardien da bere en deus roet Doue urz d’o miret a da guemeret ur sourci barticulier anezo. Evel-se hon æl-mâd a zalc’h ato compagnunez deomp,