Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/71

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39
quenta loden.

hon difen hac hor zicour a ra etouez pep seurt dangerou, quen spirituel quen temporel. Ne ouzomp quet alies penos hon deus gallet chom hep cuëza en certen pec’hejou, en em denna eus a zerten danjerou e pere en em gavemp e risq hor buez, ha ne deus mar-ebet penos e tleomp an heur-vâd-ze da zicour hon æl-gardien. Angelis suis Deus mandavit de te [1]. Ne garfemp afligea nicun eus hor mignoned, mæs goude Doue, hon æl-mâd eo hor brassa hac hor fidella mignon : ur perz-bras a guemer en hor silvidiguez, pedi a ra evidomp, offr a ra hor pedennou da Zoue, ha ne vanq jamæs d’en em afligea pa reomp an drouc, ha d’en em rejouissa pa reomp ar mâd : oh! na reomp quet eta en e bræsanç hac ê præsanç Doue, ar pez ne garfemp guet da ober dirac an disterra eus an dud ! supliomp alies ar Verc’hes glorius Vari, hon æl-mâd, ælez ha sænt patronet ha protectourien hor bro da intercedi evidomp dirac Doue : greomp bemdez ur beden bennac en o enor ha bezomp ur fizianç ar vrassa en o zicour. Ar fizianç-se a gresco en hon amzer diveza ; sicouret e vizimp neuse gantho. Præzanti a raint ac’hanomp da Zoue pehini hon recevo eus a dre o daouarn, hac a roï deomp en e rouantelez, assamblez gantho, ur plaç a joa, a beoc’h hac a repos eternel !

Pec’het an den quenta.

Hon tad quenta hac hor mam guenta Adam hac Eva a oe crouet gant Doue en ur stad a justiç hac a zantelez : aroc ma voant cuëzet er pec’het, ne voant sujet na d’ar c’hlênved, na d’ar maro : rac, evel a lavar ar Scritur : Doue nen deus quet

  1. [Ps. XC, 11.]