græt ar maro [1] ; mæs crouet en devoa an den, evit beva da virviquen : ne oa ignoranç-ebet en e speret, na goal inclination-ebet en e volontez ; er c’hontrol, Doue en devoa roet d’hon tud quenta ur squiant vras, hac ur galon leun a furnez : an anoudeguez o devoa eus a Zoue a ioa cals en tu-al d’an ini a allomp-nî da gaout, epad hor buez var an douar ; en hevelep-fæçon ma o devoa un æzamand vras da ober ar mâd dre ne voa controliez-ebet en o inclinationou oc’h enebi outho. Mæs ar pez a oa caëroc’h c’hoas, ne bossedent quet an donæsonou-se evito o-unan, mæs ive evit o bugale, ha quement ini a oa da zont var o lerc’h pere a dleie caout ar memes eürusded hac ar memes avantach eveltho, ma o devize quendalc’het da veza fidel da Zoue.
Mæs, siouas ! aliet gant an drouc-speret pehini en devoa avi oc’h o eürusded, e teujont da zibri eus ar frouez a oa difennet outho gant Doue, ha neuse-souden e voue lamet digantho ar c’hraç hac ar justiç original : o squiant a voue troublet dre an ignoranç ; o bolontez a deuas da veza sujet d’ar zempladurez o c’horf ; d’ar c’hlênvejou ha d’ar maro. C’hoas ouspen, an dorn eus a justiç Doue ne dê quet en em gontantet da bunissa hepquen hon tad hac hor mam guenta, mæs punissa a ra ive o fec’het, ê quement den a zo deut hac a deuï var o lerc’h : rac-se, oll vugale Adam, nemet ar Verc’hes glorius Vari, a zo oll ampoëzonet dre ar pec’het originel : oll ez-int bugale a goler, pere n’o deus evit partach, nemet an ignoranç an dallentez hac a bep seurt goal-inclinationou. Ouspen quemen-se, ar brezel, ar guernez, ar c’hlênvejou, ar maro, hac ê general
- ↑ [Sap. I, 13: Deus mortem non fecit.]