Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/75

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
quenta loden.


Nî a zo ive consacret da Zoue dre an oleo sacr pehini zo bet frottet ous hon pen pa hon deus recevet ar vadiziant hac ar gonfirmation, abalamour da ze omp hanvet christenien, tud consacret da Zoue, breudeur da Jesus-Christ ; da lavaret, breudeur da Jesus-Christ dre adoption, rac n’en deus nemethan hac a ve mab da Zoue dre natur : ni a zo, hepquen, dre ar vadiziant adoptet gant Doue evit e vugale, mæs Jesus-Christ a zo e vab unic dre natur, rac-se e leveromp : hac en Jesus-Christ e vab unic… Ajouti a reomp : hon Autrou ; o veza m’en deus hor c’hrouet nac hor prenet ez-omp dezan hac e c’haparchantomp outhan e quement fæçon-so, evel-se an dra a zo d’an ini en deus er græt pe er prenet… Ouspen ma’z-eo Jesus-Christ hor Zalver hac hon Autrou, ez-eo c’hoas ive hon redemptor hac hor mediatour. Beza ez-eo hon redemptor, abalamour m’en deus hor prenet gant ar prix eus e voad, eus a esclavach an drouc-speret ; ha beza ez-eo hor mediatour, o veza m’en deus en em laqueet etre Doue ha nî evit satisfia d’e justiç divin. Evit en em acquitta eus a garg a vediatour, eo ret en em lacaat etre an ini a zo bet offancet, hac an ini en deus e offancet, evit unani an eil gant eguile : evel-se Jesus-Christ, e calite a zen-Doue, a zo en em laqueet etre Doue hac an dud : souffret en deus evel den, hac evel Doue en deus roet ur prix infinit d’e souffrançou. Rei a rêr ive d’ar zaent an hano a vediatourien, mæs en ur fæçon diffarant : rac ar zænt ne dint mediatourien nemet dre vilitou Jesus-Christ, e lec’h Jesus-Christ a zo hor mediatour dre e vilitou e-unan. Oh pebes fizianç, na dleomp-ni quet da gaout en ur mediatour quer-