Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/77

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
quenta loden.

hini a zo ar guella eus an oll dadou, eus an oll vistri hac eus an oll vadoberourien !

Jesus a lavar ive penos ez-eo an or : ego sum ostium, si quis per me introierit, salvabitur [1]. Beza ez-eo an or eus ar c’hraç hac eus ar gloar : da lavaret eo, na eller antren e graç Doue, nac en e c’hloar ; nemet dreizan : er stad an dud a Ilis, er stad a briedelez, ê stad, ê condition-ebet nemet dreizan. Mar en em gavit en ur stad a vuez , guelit ha c’hui so antreet dre an or-ma ; ha mar d’oc’h c’hoas libr, ho pezit sonch penos Jesus eo an or dre behini e tleit antren… Jesus-Christ a lavar ive deomp penos ez-eo ar vinien : ego sum vitis [2], ha penos ez-omp ar brancou, et vos palmites ; hoguen, evel na ell quet ar branc rei frouez anezan e-unan, nemet stag e ve oc’h ar vinien, evel-se ne allomp ober netra evit ar silvidiguez, mar bevomp dispartiet diouz Jesus dre ar pec’het. O cruella disparti ! o piou nen devezo quet a aoun rac ar pec’het ! Maes ive, pa vezomp unisset gant Jesus, o veza er stad eürus eus e c’hraç, an oll œuvrou-mâd a reomp a zo eus a ur prix infinit, abalamour d’ar substanç a ro ar vinien divin-ma d’he brancou. Ar brancou a dle beza taillet evit ma touguint muioc’h a frouez ; implijit eta, ô va Jesus, an ouarn hac an tân eus a boaniou hac eus a oll drubuliou ar vuez-ma evit lemel eus va c’halon ar pez a zisplich deoc’h, mæs n’am dispartiet quet diouzoc’h ! Hic ure, hic seca, modò in æternum parcas (Sant Augustin) [3].

  1. [Jo. X, 9.]
  2. [Jo. XV, 5.]
  3. [Lakaet a-hengoun war gont s. Aostin (diwar Enarr. Ps. VI, 3).]