Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/78

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
doctrin ar guir gristen.


Trede articl.
A zo bet concevet dre c’hraç ar Speret Santel, ganet gant ar Verc’hes Vari.

I. A zo bet… Quemen-se a sinifi penos corf hor Zalver a zo bet furmet eus a substanç ar Verc’hes sacr, dre c’hraç pe dre vertus ar Speret Santel, da lavaret eo, dre ur miracl eus an oll-galloud a Zoue. An tri ferson divin eus an Drindet o deus contribuet quement-ha-quement da furni ar c’horf santel-ma ; mæs an œuvrou a garantez a vez attribuet d’ar Speret Santel, evel an œuvrou a c’halloud d’an Tad hac an œuvrou a drugarez d’ar Mab. Evel-se an eil ferson eus an Drindet, evel Doue, n’en deus bet na commançamant na mam-ebet ; evel den, en deus bet ur gommançamant hac ur vam, hep tad-ebet, rac sant Joseph ne dê nemet gardien, pe dad maguer d’hor Zalver ; mæs ar galite-ma a zo ur galite ar gaëra pehini a vilit ur respet ar brassa eus bor pers. Jesus a gar an ini en deus en douguet, er c’hunduet, er maguet pa oa, evel den, var an douar, pebes ræson evidomp da enori sant Joseph ha d’en em recommandi alies d’e bedennou da bere Doue na refus netra !… An amzer merquet gant ar Brovidanç divin evit tenna ar bed eus a gaptivite ar pec’het o veza erruet, Doue a gaças an arc’hel Gabriel da gaout ar Verc’hes sacr, er moment-ma voa en he zî, oc’h ober e feden : an æl a lavaras dezi eus a bers Doue : me ho salud, leun a c’hraç ; an Autrou Doue so gueneoc’h ; conceo ha lacaat a reot er bed ur mab pehini a