Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/80

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
doctrin ar guir gristen.

ar guenta, evit enori guinivelez eternel hor Zalver, o veza angeandret gant e Dad a bep eternite ; an eil, evit enori e c’hinivelez temporel, o veza deut var an douar a guever an nos-ma ; an deirvet, evit enori e c’hinivelez spirituel en hon eneou dre e c’hras... Doue an Tad en deus eta hor c’haret betec rei, evit hor prena, e vab-unic, an objet eus e oll gomplezançou : pebes carantez ! Mab Doue a zo en em c’hraet den evit ma vezo bugale an den, bugale da Zoue ; pebes madelez ! ganet eo bet en ur c’hraou, pebes humilite ! Jesus a zo mæstr an êe bac an douar ; gallet en devize guenel er c’haëra palæs eus ar bed ; mæs evidomp-nî hac evit hor silvidiguez eo e tisquenne eus an êe : dont a ra d’hon reconcilia gant e Dad, o satisfia evidomp d’e justiç ; ha da rei deomp da anaout ar pez en devoa er c’hourroucet en bon enep : hoguen, an ourgouil, ar garantez dreist voder evit an traou crouet, revolt ar c’hic a-enep ar speret, a oa, bac a zo c’hoas ar pen-caus eus a goler Doue a-enep an den ; eus an teir zourcen-fall-ma eo sortiet ar maro hac an oll dizurzou a rên dre ar bed : rac-se, evit distaga hor c’halon diouz an traou crouet, o rei deomp da gompren peguen dister int, eo bet ganet en ur stad ar paoura ; evit ober deomp caret an humilite, eo bet en em humiliet e-unan betec quemeret furm un esclav, ha permeti ma vize tremenet evit an disterra hac ar c’houpapla eus an dud ; evit disquez-deomp hent an êe pehini eo hent ar binigen, en deus souffret e-unan adalec ar moment quenta eus e vuez betec e varo var ar groas. Goaleur eta d’ar re a deu, evel ar fals-pnilosophet, d’en em scandaliza o velet paourentez, humilia-