tion ha souffrançou hor Zalver ! Guenel a ra en ur c’hraou dindan furm ur chrouadur, mæs an ælez a anonç e c’hinivelez d’an dud : ur music cœlestiel en em ro da entend, ar stered hac an astrou a bubli donediguez o mæstr. Præsantet eo en templ gant e vam zantel, evel ur c’hrouadur ordinal ; mæs un den coz, hanvet Simeon, inspiret gant Doue, a ro da anaout publicamant penos ar c’hrouadur divin-ma a zo deut var an douar, evit beza sclerigen ha gloar e bobl [1]. Receo a ra digant sant Ian, en rifier Jourden, badiziant ar binigen ; mæs er memes amzer ar Speret Santel a zisquen var e ben, dindan furm ur goulm, hac ur vouez a glêver o lavaret : hêma eo va Mab muia caret, an objet eus va oll gomplezançou, selaouit-mad e vouez [2].
Gredomp eta, a greiz hor c’halon, e Jesus-Christ, guir Doue ha guir den; selaouomp e gomzou gant respet; en em adressomp dezan gant fizianç, o veza ma’z-eo hon tad hac hon redemptor : trugarequeomp anezan evel ar c’henta hac ar brassa eus hon oll madoberourien ; rentomp dezan carantez evit carantez ; quemeromp ên evit hor squêr hac hon exempl ; baleomp var e lerc’h, dre hent ar binigen; unissomp hor poaniou gant ê rê, hac hon devezo hep dale ar honor da rên assamblez ganthan en e c’hloar !
I. En deus souffret… Hor Zalver, eme levr an Imitation, en deus souffret adalec ar moment quen-