ta betec ar moment diveza eus e vuez. Souffret en deus er c’hraou a Vetlheem, o veza ganet e creiz an goân, hac en dienez a bep tra ; souffret en deus eiz dez goude e c’hinivelez, deiz e zirconcision, o commanç a neuse da scuilla lod eus e voad evidomp ; souffret en deus epad an tregont vloas quenta eus e vuez, o c’hounit e voued, dre boan e zivrec’h, evel un artisan paour, ê ty e vam, ar Verc’hes Vari hac e dad maguer, sant Joseph pehini a oa calvez eus e vicher. Hor Zalver en eus cunduet ar vuez cuzet ha poanius-ma, evit desqui deomp santifia hon amzer dre al labour hac ar pratic eus an oll vertuziou a bere en deus roet deomp an exempl. Souffret en deus epad an tri bloas diveza eus e vuez : n’en deus tremenet var an douar nemet tri bloas ha tregont : d’an oad a dregont vloas e commanças da breseg e Aviel : cals broyou a zo bet enoret eus e bresanç, instruet dre e zoctrin zantel, pinvidiqueet dre e zonæsonou : rei a rê ar guelet d’ar re zall, ar c’hlêvet d’ar re vouzar, ar vuez memes d’ar re varo : tremen a re dre ar bed oc’h ober vad d’an oll : transiit benefaciendo [1] ; ha cousgoude ez-eo bet goapeet, dispriset, calomniet, persecutet, ha lavaret en deus penos e zisquibien ne vizent quet gue-loc’h tretet evithan. Quemeromp eta courach, hac en hor poaniou, en em c’hlorifiomp, gant an abostol, da veza tretet evel hor mæstr !
Souffret en deus, ispicial, evel a leveromp er Gredo, dindan Ponç-Pilat, da lavaret eo, en amzer ma oa Ponç-Pilat o commandi evit an i-palaer romen, er vro hanvet ar Judee, a behini ar guær gabital a oa Jerusalem. Hor Zalver en e instructionou a reprene publicamant techou-fall
- ↑ [Act. X, 38.]