hac injustiçou ar re-vras etouez ar Yuzevien, hanvet ar Scribet hac ar Pharisianet : abalamour da zê, an dud ourgouillus-ma ne oant quet evit e zuporti : clasq a rent bemdez an occasion d’en arreti ha d’e lacat d’ar maro ; mæs ne aljont en ober, nemet pa oa deut an heur merquet gant Doue: neuse Jesus-Christ en em lezas gantho : en arreti a rejont, d’ar yaou amblit diouz an nos, er Jardin Olivet, en ampoënt ma re eno e beden. Er c’haç a rejont da dy Annas pehini en interrojas var e zisquibien ha var e zoctrin. Ac’hano e voue cacet da gaout Caiphas, belec-bras er bloaz-se : hor Zalver o veza respontet dezan e oa Mab da Zoue, ar respont-ma a laqueas ar barner injust-se e fulor hac ar Yuzevien assamblez gantan ; lavaret a rejont-oll dre ar memes mouez penos e oa din a varo ; hac antro-nos vintin e voue cacet dirac tribunal Ponç-Pilat. Ar gouarnour-ma, o veza ne gave hor Zalver coupabl a grim-ebet, hac o veza clevet lavaret e oa eus ar Galilee, er c’haças da gaout Herodes pehini a c’houarne ar vro-se. Herodes en devoa clevet parlant anezan, hac en devoa hast-bras d’e velet ; mæs, evel ne responte netra d’ar goulennou curius a rê dezan, er c’hemeras evit ur zod, hac e roas urz da visca dezan ur zae-ven ha d’er c’haç endro da gaout Pilat pehini, o credi contanti ar Yuzevien, ha gallout dilivra hor Zalver, a ordrenas er scourgeza. Mæs sul-vui e tisquez Pilan [sic] an dezir da lacat Jesus en e liberte, sulvui e cresq arrach ar Yuzevien : evel-se an dud-fall a zo henvel ous ar bleizi arraget ; sulvui e tec’her dirazo, sulvui e saillont. Ar bobl ingrat-ma o velet ne ouïe Pilat petra da ober, a lavaras dezan : ma na laquit quet
Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/83
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51
quenta loden.