Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/88

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56
doctrin ar guir gristen.

gustin : nullus mortuus est sui ipsius suscitator [1]. Tud varo a zo bet ressuscitet dre bedennou ar sænt, ha goude ma int bet ressuscitet o deus renquet mervel adarre ; e lec’h, Jesus Christ, goude beza en em ressuscitet e-unan, ne dê mui sujet d’ar maro pehini n’en devezo mui pers ebet ennan, eme an abostol: Christus resurgens ex mortuis, jam non moritur, mors illi ultra non dominabitur [2]. Ar roue David en devoa annoncet ne vize quet chomet ene Jesus-Christ el limbou, nac e gorf da vreina er bez : non derelinques animam meam in infemo, nec dabis sanctum tuum videre corruptionem [3]. Ar profet Isaï a lavare e vize burzudus bez hor Zalver : et erit sepulcrum ejus gloriosum [4]. Hor Zalver e-unan a lavare d’ar Yuzevien : goude ma ho pezo distruget va c’horf, me en ressuscito a bars tri devez : solvite templum hoc et post triduo reædificabo illud [5]; me, emezan, am eus ar galloud da rei va buez ha d’he c’hemeret pa garin. Ar Yuzevien pere o devoa clevet Jesus-Christ o lavaret pa oa beo penos e vije ressuscitet da ben tri devez, gant aon na vije deut e zisquibien da laërez e gorf epad an nos, ha da bublia e vije ressuscitet, a laqueas ur mæn bras var e vez siellet gant o ziel, ha soudardet d’e zihoal. Mæs, o furnez incomprenabl a Zoue ! ar zoudardet-ma eo ar re a rento da guenta testeni eus a c’hloar hac eus a resurrection hor Zalver. En effet, d’ar zul vintin, Jesus-Christ a zortias, evel den, leun a vuez eus ar bez hep offanci en hevelep fæçon ar ziel pe ar c’hachet a oa laqueet gant ar Yuzevien. Neuse-souden un æl eus an êe a zisquennas gant ur sclerigen vras ; ar douar a grenas, hac en ur grena a zigoras ar bez evit rei

  1. [Aug., Serm. LXVII, 2.]
  2. [Rom. VI, 9.]
  3. [Ps. XV, 10 ; Act. II, 27.]
  4. [Is. XI, 10.]
  5. [Joan. II, 19.]