da anaout penos ne oa mui ennan hor Zalver Jesus-Christ. Ar zoudardet spountet a gommanças da bublia dre ar guær a Jerusalem penos Jesus a Nazareth a oa ressuscitet e guirionez ; mæs ar Scribet hac ar Pharisianet a recommandas dezo tênvel hac a roas dezo arc’hant evit lavaret e oa bet laëret ar c’horf eus ar bez epad ma oant cousquet. O pebes follentez, a gri sant Augustin: o insania ! [1] Mar boant cousquet, eme an doctor-ma, n’o devoa guelet netra, ha ma n’o devoa goelet netra, eus a betra e c’hallent-y renta testeni [2].
Da c’houlou-deiz, santes Mari-Madalen gant re-all eus ar groaguez devot a Jerusalem , en em rentas var bord ar bez gant ongant precius evit ambaumi corf hor Zalver. Hed an hent, e lava-rent an eil d’eben : piou a zavo deomp ar mæn ? [3] Erruet var ar plas e veljont ar men laqueet a gostez, mæs ne gavjont quet corf hor Zalver. Epad ma oant evel-se nec’het, e veljont en o c’hichen, daou æl guisquet ê guen pere a lavaras dezo : perac e clasquit-hu etouez ar re varo an ini a zo beo ? Ha n’hoc’h eus-hu quet a sonch penos en devoa lavaret deoc’h e tleie beza laqueet d’ar maro dre zaouarn ar re vechant, beza crucifiet ha ressuscita tri devez goude ? [4] Neuse e teuas dezo da zonch a guemen-ma, hac e yejont da gaç ar c’helou d’an ebestel. Epad ma oa santez Mari-Madalen o voëla e quichen ar bez, hor Zalver a apparissas dezi, hep beza anavezet ganti. Er c’hemeret a reas evit ur jardiner hac e lavaras dezan : mar d’ê c’hui hoc’h eus tennet corf va mæstr eus ar bez, livirit d’in pe leac’h hoc’h eus en laqueet ? [5] Mæs Jesus ne respontas dezi nemet ar
3.