goms ma : Mari ; ha querquent ên anavezas. Hor Zalver a apparissas da guenta da Vari-Madalen, evit recompansi feiz-vras ha carantez ardant ar santel-ma evit he Doue [1]. D’an eil, e c’happarissas d’ar groaguez devot a oa deut evit ambaumi e gorf santel, en ampoënt ma retornent eus ar bez varzu ar guær a Jerusalem : lavaret a reas dezo anonç d’e vreudeur, da c’houzout eo, d’e ebestel, e oa ressuscitet [2]. D’an drede, e c’happarissas da sant Per, prinç an ebestel, pehini, o veza clevet e oa ressuscitet, a guerzas gant sant Ian varzu ar bez : guelet a rejont al linceriou gant pere e oa bet sebeliet [3]. D’ar bevare, e c’happarissas d’an daou disquibl a oa o vont varzu Emmaus pehini a oa ur bourg, vardro diou leo-anter diouz Jerusalem. Antren a reas ganto, ha preja a rezont assamblez : epad coan en em roas dezo da anaout [4]. D’ar bempet, en em zisquezas d’e oll ebestel assamblez, en ur lavaret dezo : ar peoc’h ra vezo gueneoc’h ; evel ma’z-oun digacet gant va Zad evit silvidiguez an dud, evel-se ive me ho caç da anonç dezo va bolontez ; neuse e c’huezas varnezo, en ur lavaret : recevit ar Speret Santel, ar pec’hejou a vezo pardonet d’ar re ho pezo absolvet, ha ne vezint quet pardonet d’ar re n’ho pezo quet absolvet [5]. Ur vech-all, en em roas da anaout ouspen da bemp cant eus e zisquibien en amzer-ma oant oll assamblez [6]. Ar Scritur ne barlant nemet eus a zec apparition ; mæs apparisset en eus, ne ouzor quet ped guech, de ebestel ha d’e zisquibien evit o c’honsoli, o instrui hac o c’helen epad an daou-uguent devez ma chomas gantho goude e resurrection… Certen eo eta penos Jesus-Christ a zo e guirionez ressuscitet, rac impossubl eo e ve bet
Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/90
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58
doctrin ar guir gristen.