ar mæn-fond eus a esperanç pep-unan ac’hanomp : an natur humen ; evit ar vech quenta, a ra he demeuranç en êe ; ha nî a so destinet ive, da gaout an heur da erruout er memes plaç ha da bartagi ar memes honor ; rac hor Zalver a lavar e-unan penos e zervicherien n’o devezo quet ur plaç diffarant eus e ini : ubi sum ego, illìc et minister meus erit [1]. 2° pignet eo en êe evel hor mæstr, evit digueri deomp dor ar barados serret ouzomp dre bec’het hon tad quenta, hac evit præpari deomp peb a blaç en e rouantelez. Evit orni e driomph ha cresqui hon esperanç e cundu ganthan oll eneou an dud just pere a oa el limbou abaoue commançamant ar bed : captivam duxit captivitatem [2]. 3° pignet eo en êe evit beza hon alvocad, hac en em bræzanti evidomp dirac e Dad eternel, eme an abostol : ut appareat vultui Dei pro nobis [3]. E c’houliou sacr a zo evel quellies a c’hinou pere a barlant en hor faver : ar yuniou, ar pedennou en deus græt ; an daëlou, ar goad en deus scuillet ; ar poaniou, an tourmanchou en deus anduret var an douar a c’houlen pardon evidomp, hac a arret ar vrec’h eus ar justiç divin, præst da zisquen varnomp evit hor punissa. Pebes honor evidomp caout dirac Doue un alvocad quer mâd ha quer carantezus ! Va bugaligou, eme sant Ian, quemen-ma a scrifan deoc’h evit na bec’hod quet, mæs, mar hoc’h eus bet ar goal-eur da bec’hi, na zizesperit quet, beza hon eus evit alvocad dirac Doue, hor Zalver Jesus-Christ [4]. Caromp eta ar Zalver adorabl-ma, pa en deus hor c’haret quement e-unan ! Souffromp a bep seurt poaniou er bed-ma gant patiantet evit gallout obteni ar recompanç en deus militet deomp dre e souffran-
Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/94
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
doctrin ar guir gristen.