Pajenn:Meulidiguez Qeguin Gaer cure Sant-Yan-ar Bis - Ledan, 1824.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 15 ]


» En em divertisfomp herves hor fantasi :
» Deut oll ta, mignonet, deut da fest ar vastrouill ;
» An nep ne deuyo qet a vezo nigoudouill.


Fin al lizer a so sinet „Non Garre Grom,“
Chiffret ha paraphet ha cachedet gant plom.





C0NCLUSI0N


————


Orça ta, paganet a so deus va selaou,
Ma na finv ho calon, ma na scuillet daëlou
O clêvet eur recit qen trist, qen truezus,
Me gonjur Jupiter, ha Pluton ha Venus,
Mercur hac Apollon, Clio, Caliope,
Da zigas ar foerel dec’h epad ho pue.
Holla ! c’houi, guelerrien, a regret he maro,
C’hoezit en he rëoric hac e ressuscito.
Ma na ra, me reqet dêc’h oll an danaven,
Ma sclisfomp en daou du betec laret Amen.


FIN.


————