Pajenn:Meulidiguez Qeguin Gaer cure Sant-Yan-ar Bis - Ledan, 1824.djvu/3

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


MEULIDIGUEZ


QEGUIN-GAËR


CURE SANT-YAN-AR-BIS.


————


O Maro dinatur ! pa c’heus lipet Barba,
Piou na pe seurt Margot a vouefe resista
Eus da doliou mortel, pa scòes hep respet
An dud hac al loënet, memes ar C’heguinet !
Piou a gredge rancche Qeguin Dom Non mervel,
Pa sonjet nebeuta, hep nep pec’het marvel,
Hanvet e voa Margot en corn ur marchossi,
Pa disas Dom Jacques Bragues e badezi,
Hep na dour n’hac holên, paëron na maërones,
Eol sacr, na cierjen, sacrist na maguerez.
N’ouzon qet dre bés penn commanç e despeigni,
Ret eo cranchât, passaat ha c’hoesa nêt va fri ;
Carza va diou-scouarn a zo c’hoas convenabl,
Crafat va fên, rinça va dent, c’hoas n’on qet capabl,