Pajenn:Meulidiguez Qeguin Gaer cure Sant-Yan-ar Bis - Ledan, 1824.djvu/6

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 8 ]


En eur guir, en general oll e voar affliget
Er c’hanton, tro var dro, pot ha plac’h ha loënet,
Coz, yaoüanc, a hed stad, digentil ha bourc’his
A draouïen Meriadec, e trêo Sant-Yan-ar-Bis.
Gant a so glac’haret, e trêo Louisaïc ;
Ne gleo mui e C’heguin o c’houlen bouëd, bouëdic,
Ne voa qet, evit guir, mam da Vargodic qès ;
Mes guelloc’h evit mam, pa voa dei maguerez.
He zad voa hanvet Richardic, lemm a veg,
He mam ur Gueguin dû, deomp oll dishanaoudec.
Ne voa qet bastardes, p’e defoa mam ha tad,
Na nobl, na roturier, an oll er goar erfât ;
Decedet eo bepret, daouest de c’halite :
Leveromp oll brema, Requiescat in pace.
Goud a rê pemp langach, merc’h henâ Richardic,
C’houitellat, richanat, ha cana var vuzic.
An Homo, eme Garan, cure deus a Voüimæc,
Carre-vras, Maltoutier a gommun Locqirec,
A zisqas dei gant soign bemol ha becare,
Ar plein-chant figuret, ar muzic heb dale ;
He mestr hac he mestres a ziscas dei gallec,
Hac Ar Baill, a Lanmeur, rimal en brezonec ;
Cure bihan Garlan, p’otramaut Ar Martin,
Ha Cure Plougânou parlant res al latin.
Ar sosnec a ziscas pa voa c’hoas er c’havel,
Ar gregach voa, me gred, he langach naturel.