Pajenn:Meulidiguez Qeguin Gaer cure Sant-Yan-ar Bis - Ledan, 1824.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 11 ]





EIL POENT.


————


Un Auteur a rapport, hanvet ar Plaut pe Plin,
N’en deus netra na denn d’e natur ha d’e fin :
Al louarn, dre natur, a so bepret lostec,
Hac ar c’had a so rous, berr a lost, scouarnec.
Mes me lavar ive, qercouls ha Plaut na Plin,
Penos an nep a goll na ell qet a c’hoarzin ;
Rac-se Cure Sant-Yan ha Louisaïc qès
A zo leun o c’halon eus a dristidiguez.
Ar guyes Fidelic hac ar c’has Maoutic-rous,
Pe Raminagrobis, a so trist ha picous :
En eur guir breffamant, e maint oll en canvou
En traouien Meriadec, canton a Blougânou.

Nen deo qet hep rêson e c’hoarve qement-se :
Tout e caryent Margot, ha Margot o c’harye,
Ha pa guerer eul loen util ha talvoudec,
E c’heller cunudal, difroncal hep habec ;
Rac m’em boa trêgont qy ha daou-uguent qyes,
Hac a zo bet marvet oll gant an avies.
Ha na guevit-hu qet ennes ur goal goll bras,