Ar barner ne dle barn gant eul lezenn zisleal ;
Al lezenn gwall-gazek a dlefe kaout eunn hual.
Ar fur a vag he gorf gant bara zeac’h, dour red,
A c’holo he furnez gant mantell ar iec’hed.
Ar galoun en em drec’h a ra ar pez a gar,
Ar pez a ra zo mad, mad ar pez a lavar.
Ar galoun zo eur mor hep lec’hed na weled,
Gant Doue ma dindan loc’h ; lestr distur zo kollet.
Ar furnez hag ar skiant da verc’h a ro pried,
Aour hag arc’hant eur mestr hep kaloun, na spered.
Ar gwenan zastum mel, ar paour aluzennou ;
Roit aluzenn d’ar paour, da gaout mel en envou.
Arc’hant a dalv arc’hant, ne dalv ket kalz a dra ;
Ar re vad, pa vent paour, ar re binvidika.
Ar garantez, ’vel Doue, a zo hirr ha paduz ;
D’ar galoun n’euz tra koulz, n’euz netra ker iac’huz.
Ar paour, ar pinvidik zo ganet da vervel ;
A-zirak ann ankou, den ne d-eo dishevel.
Pajenn:Milin - Furnez ar geiz.djvu/15
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ