Pajenn:Milin - Furnez ar geiz.djvu/44

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


    Dalc’h da zaouarn, da zaoulagad,
    Dalc’h da galoun war ann hent mad.

    Dalc’hit marc’h lard enn he speurenn,
    Pe m’her laoskit, hualit-hen krenn.

    Da c’hrek da vignoun, va den mad,
    Na lavar ger, ma n’eo deread.

    Da c’hrek iaouank bara boug-poaz,
    Ha kreun-mean da zent koz he goaz.

    Da c’hrek vad gwella gwisiegez
    Zo gouzout ren he ziegez.

    Daou lestr dindan loc’h eur mor doun,
    Spered ann den hag he galoun.

    Darbar ann den, e peb amzer,
    Zo kaout ar mad hag hen ober.

    Darn a ouel ha darn all a gan ;
    Ar bed a zo dudi ha poan.

    Darn zo tud fur dioc’h ho gwelet,
    Ha tud diskiant anavezet.