Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Evel Jezuz, pep pastor mad
War he skoaz a zoug he zanvad.
Evit beva e peoc’h bepred,
Sellet, selaou, tevel zo red.
Evit kaout ar zilvidigez,
Netra ne dlefe beza diez.
Evit kaout eunn den a zo mad,
E-touez kalz drein eo red dibab.
Evit kaout lorc’h mont d’al lesiou ;
Evit arc’hant, d’ar marc’hajou ;
Evit madelez, d’ar frostou.
Evit kaout vi
Iar rank dosvi.
Evit heuilla ar gourc’hemenn,
Rei he dra zo red d’ar perc’hen.
Evit c’hoaz ne d-eo ket ganet
Nep a zo gant ann holl karet.
――――