Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Grit ar pez a c’helloc’h ha na gouskit ket re ;
Ar boed mad hag ar gwin a laz korf hag ene.
Grit vad d’ann holl bepred ha d’ann divroad zo-ken,
Bugale eunn Tad omp ne laka gwenn dreist gwenn.
Grit vad d’ar reuzeudik ; war-n-han euz liou eunn den ;
Jezuz n’eo ket maro evid-hoc’h-hu hep-ken.
――――
Genou a veul enep kaloun
A wersfe Doue, mamm, tad, mignoun.
Gallout hep miret,
Dioc’h zo great, zo pec’hed.
Gammed ha gammed
E rear tro ar bed.
Gant al lezenn, al laer brasa
A grog aliez er bihana.
Gant ann amzer ez a ’r gened,
Ar vadelez a bad bepred.