Pajenn:Milin - Furnez ar geiz.djvu/87

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Mar kouezit oc’h torgenn, savit c’houi hoc’h-unan ;
Er c’hlenvejou gwasa ar boan a laz ar boan.

Mar kavit tro, deut koz, da rei gobr pe gastiz,
Distroit ho spered war-zu ho iaouankiz.

Mar d-emoc’h gant ho korf, n’emoc’h gant ho spered ;
It da beuri d’ar c’hoad, koulz ha c’houi al loened.

Mar deuz eat drouk enn-hoc’h, ma verv goad ho kwasied,
A-raok ober netra, grit eur pennad kousket.

Mar d-eo kre nerz ho korf, n’her magit ket re vad ;
Fall meurbed eo ar boed a vir da labourat.

Mar d-oc’h braz, pinvidik, m’ho peuz galloud ha nerz,
Diskouezit mui a-ze eo braz ho madelez.

Mar d-oc’h klanv, goulennit nep zo tost d’ho kaloun ;
Ne deuz louzou e-bed a ve par d’eur mignoun.

Mar d-oc’h kre, bezit mad e-kever ho mignoun ;
Piou gwelloc’h evid-hoc’h a harpfe he galoun ?

Mar d-oc’h eur gwir gristen, ne reoc’h van a gomzou ;
En em drouc’ha aliez a ra ar gwall deodou.