Pajenn:Milin - Furnez ar geiz.djvu/89

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Mar gwelit ho nesa o vont dre eunn hent fall,
Na d-it ket war he lerc’h, kerzit dre eur stread all.

Mar gwelit tud fallakr euruz dreist ar re vad,
Kredit eo red larda loened zo da bilat.

Mar ho peuz bugale hep leve, na netra,
Roit d’ezho peb a stad da c’hounid ho bara.

Mar ho peuz madou braz, bevit hep fripa re ;
Neb a foran he dra, tra eunn all a rafe.

Mar ho peuz tamm diskred war eunn dra, war eunn den,
E tleit hep marc’hata gwelet petra ef-hen.

Mar ho peuz evit gobr mevellien ha plac’hed,
Ar re ze zo, mistri, tud evel-d-hoc’h, me gred.

Mar ho peuz poan, klaskit louzou oc’h ho klenved :
Gwella louzou oc’h poan, gwir vignoun da garet.

Mar rendael ho mignoun, gwella zo eo tevel ;
Diwar eunn elfenn dan, krog tan-gwall gant avel.

Mar marv tud zo fallakr, arabad vec’h laouen ;
Euruz ar re hep-ken a varv ’vel kristenien.