Pajenn:Milin - Furnez ar geiz.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

unan marteze, piou a c’hoar, — dastumet a c’hreunennou enn amzer gwechall, hag eunn dra fall e ve, pa’z eo bet mad, gweach a zo bet, da derri nerz poan ar re goz, da lakaat d’ezho dudi war ho foan, evel bleun war ann drein ? Perak ivez ne ve ket ker koulz ar gwirionesiou-ze d’e-omp-ni holl, tud a Vreiz, ha ma c’hellont beza d’ann dud euz ar broiou all ?

Evit kement-se eo em beuz great ann tamm labour-ma, em beuz pennaouet gwirionez ama, kelenn aze, diwar eunn ero hag a zo stank war-n-ezhi c’hoaz kaeroc’h gwirionesiou all da vedi a-strop, mar ho deuz c’hoant, d’ar re a zo gwisiekoc’h ha kalounekoc’h evid-oun.

Labouromp ha lakeomp hor poan,
Founnuz ann traou da bep-unan.
G. M.
Miz Kerzu 1868.