Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


MAP ROUE AN HIBERNI


————


Gwechall-goz e oa eun tad hag eur vamm ; a ouenn uhel e oant hag an eil a varvas goude egile, en eur lezel war an douar eur map hag eur verc’h. Herri hag Henori a read eus an daou-man. An tad a varvas da ziveza. Pa welas n’en doa mui da zale dre ama, e c’halvas e vugale d’e gaout. Dont a reont o daou, hag o zad a lavar d’ezo :

— Klevit, bugale, a-barz nemeur e vezoc’h hoc’h-unan war an douar, rak mont a ran diganeoc’h ; a-raok mervel avad, e c’houlennan ouzoc’h ma en em garfoc’h ho taou e-pad ho puhez, ha ma chomfoc’h atao an eil gant egile.

Ar map neuze a lavar d’e dad e kar re e c’hoar evit lezel birviken anezi he-unan :

— Arabad eo ho pe aon rak an dra-ze, va zad ; chom a rin gant va c’hoar atao ; ne vezo ket diês d’iu ober ar pez a c’houlennit.