Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Maro an tad, an daou zen yaouank-ma (ar map en devoa triouac’h vloaz hag ar verc’h seitek), o veza ma en em garent e gwirionez, n’o devoe ket a boan o chom an eil gant egile.

Ahend-all, danvez a-walc’h o doa ivez evit beva en o êz. Setu ma oant eürus. An dra-ma ne badas ket pell : an den, pa vez an eürusa war an douar, a rank dont d’en em zieza gant eun dra pe eun all bennak.

A-benn eur pennad, Herri, skuiz o chom atao er gear, en em daolas da vont da chaseal, ha dibaot deiz a c’houlaoue, ne veze er gear namet dioc’h an noz evit debri e goan ha mont d’e wele. Antronoz e veze war vale kerkent hag a-raok an deiz adarre. Setu a oa e vuhez brema. E c’hoar, eun dervez, a lavaraz d’ezan :

— Ne rez ket mad, va breur ; eur wech en amzer ne lavaran ket e ve fall d’it mont da ober eun dro da aveli da benn ; hogen, beza atao o redek dindan an amzer, o terri da gorf evit netra, ne gavan ket e ve fur d’it. Ouspenn zo c’hoaz, a pad ma vezez er-mêz evel-se e c’hell tud a bep seurt dont ama da ober droug, hep na ven-me va-unan evit miret tamm outo. Bez’ e tlefez eta dont ennout da-unan ha derc’hel atao d’ar pez en deus lavaret d’eomp hon tad, truez Doue oud o ene !

Ar c’homzou-man ha re all c’hoaz a lavaras Henori d’he breur a c’hounezas war heman a zeiz da zeiz. Gwelet ervad a rea ne lavare e c’hoar d’ezan ar pez a rea nemet evit e vad. Setu eta ma chomas krenn hep mont mui eus ar gear.

O chom evel-se bemdez evel eur c’hi stag, an den yaouank-ma nea voe ket pell evit dont adarre da enoui ; ne ouie petra da ober eus e gorf hag eus e spered. C’hoant a deuas d’ezan