Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

ma oa, ae vije ket bet êz d’ezan kaout labour, ma c’houlennje; ne c’houlennas ket.

Trei e spered eo a reas da c’houzout da genta petra da ober. En Hiberni edo, pell dioc’h Breiz-Izel, e kear-veur ar vro-ze. Eno, war a glevas, edo ar Roue o chom. Petra ra heman ? O veza ma oa eur paotr koant ha dilastez, hag ahend-all desket e pep giz, e lakeas mont da lez ar Roue hag ez eas dioc’htu da c’houlenn komz outan. Ma voe lavaret d’ezan pignat war-laez.

Eat d’an nec’h, ec’h en em gavas ano a-benn-kaer dirak map ar roue hag e c’houlennas outan, hep e anaout, ha ue c’hellje ket ar roue kaout eun dra pe eun all bennak da rei d’ezan da ober.

— Petra, eme ar prins, labour a c’houlennit ? En em gavet mad oc’h, ha mar kirit lavaret d’in piou hag eus a belec’h oc’h, neuze, dioc’h a glevin ganeoc’h hag ivez dioc’h ma ho pezo c’hoant, me a ouezo petra da ober ouzoc’h.

— E feiz, eme an den yaouank, me ne doun kat eus ar vro-ma, eus a Vreiz-Izel oun ginidik. Va zud a oa a ouenn vad hag en o êz; goude ma varvas hon tad hag hor mamm, ni hon daou, va c’hoar ha me, a voe lakeat en hon tra. Neuze, a-benn eur pennad, deut da veza skuiz er gear, me am beus bet c’hoant da anaout ar bed hag oun deut ama, arc’hant a-walc’h ganen evit beva eur pennad. Evel a lavarer a zo gwir, tenna hep lakaat, nebeut e pad. Evel-se e c’hoarvezas ganen; n’eo ket kreski a rea an traou ganen bemdez, ha brema eat ganto war netra, o welan ez eo red mad d’in ober eun dra