Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

kreidi e vezin eürus, evel a leverez, me ne c’houlennan ket gwell evit mont ganez da gaout map roue an Hiberni, gant ma teuio ivez, ganeomp hon daou, va magerez hag he merc’h ; brema oun deuet, emezi c’hoaz, ne oufen ket pennad ebet beza pell diouto.

Dre gement-ma ar verc’h yaouank a ziskoueze he devoa kalon vad kement ha ma oa kaer he gened.

— Mad ! mad ! eme ar breur, ma ne deus nemet an dra-ze a gement a ve o viret ouzit da zont ganen, ar re-ze a c’hell dont ivez ; kavet e vezo, me a gred, peadra d’o beva ha labour ouspenn, ma ne fell ket d’ezo chom vak hed an deiz.

Ar pevar-ma neuze a ra o fak, ha petra ’ta, hag a yeas ac’hano hep dale da Vontroulez. Eno e pignjont el lestr a c’hortoze anezo, ha dioc’htu ma voent diloc’h ha dindan gouel ez ejont etrezek ar mor doun.

Eun daou pe dri dervez goude, al lestr a voe darbet d’ezan mont da goll ; eur gwall-amzer spontus a oa savet, hag anez m’en devoa al lestr paour gallet paka an douar tostan a gavas, e vije bet eat a-bez d’ar oueled. Stoket ha distoket e oa bet evelato gant ar mor ha gant an avel ; ar goueliou a oa bet freget holl ha grêt evel dantelez anezo, ar gwerniou a oa bet torret, hag an heor, laosket da vont er mor evit klask herzel ouz ar barrad, a oa bet chomet war-lerc’h, goude terri e fard.

Brema, en em gavet en douar, breur ar verc’h yaouank kaer-man, evit kas kelou buan da vap ar roue diwar-benn o c’hoar, a yeas atao a-raok hep gortoz ma vije aozet ha kempennet al lestr. Lavaret a reas d’ar prins ez edo e c’hoar o tont, hag e oa bet daleet gant ar gwall-amzer.