Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Kea brema d’e gaout ha lavar d’ezan ez out c’hoaz e vignon.

Houman a yeas hag a lavaras hervez ali he mamm ; bet e oa kelennet evel-se ganti, ha mar o devoa taolet, o diou, Henori er mor, ne oa nemet evit ma c’hellje merc’h ar vagerez dimezi gant map ar roue.

Heman a voe mantret, pa welas e oa houman ken dishenvel diouz he fatrom ; ne oa ket tost d’ezi beza ken kaer hag ar patrom-ze ; penaos e vije ?

Map ar roue a zavas neuze droug ennan ouz e vignon hag a lavaras d’ezan :

— Eur gaouiad out ! Da c’hoar ne deo ket eur skeud d’he fatrom. Hag ezomm az poa-te da zont, evel az peus grêt, da lakaat doan em c’halon ha da ober fall em, c’henver-me, n’em beus grêt nemet mad biskoaz ouzit ? Va mignon e oas hag ez peus treuzet va c’halon gant eur c’hleze a anken hag a c’hlac’har.

Paotr Breiz, o welet e c’hoar diank, a voe ivez sebezet, ne glevas ger eus a gement a lavare ar prins d’ezan, ha dre-ze n’en em zidamallas tamm ; nemet gouela ne rea, en eur gredi e oa beuzet e c’hoar.

Map ar roue a lavaras d’ezan evelato :

— Pegement bennak a boan a rez d’in, va mignon out, ha chom a ri ganen, hag ouspenn e timezin gant da c’hoar, pegen divalo bennak ma ’z eo. Ne vezo ket lavaret birviken oun-me bet eat a-enep va ger. Evit gwir, ne vezo ket ken eürus ganen, evel ma vije bet ha te ivez, ma na vije ket bet diwanet a c’hevier eus da c’henou.