Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


An den yaouank a glevas mad en dro-man ar pez a lavaras ar prins hag e kement-se ne glaskas digarez ebet, petra bennak ne vije ket bet diês d’ezan diskouez ne oa ket hounnez e c’hoar.

War gement-ma, ar re-ma a ya ac’hano, hag a-benn eur pennad goude e voe grêt an eured ha dimezet merc’h ar vagerez gant map roue an Hiberni. Heman a lakeas dioc’htu kas e wreg hag he mamm en eun ti an devoa e penn liorz e lez hag er-mêz anezan ; hag abaoe deiz an eured, hini ebet eus an diou-man ne weljont ket anezan.

Ar prins yaouank, evel pa ne vije ket bet dimezet, a yea kouls ha diagent ama hag a-hont, hep preder ebet eus e wreg, e vignon avad atao oc’h he heul evel a-raok.

Heman, paotr Breiz, ne rea mui laouenedigez ebet oc’h netra, hag ar prins ivez, petra bennak ma oa koazet eun draig e garantez outan, a wele anezan gant truez o tizec’ha bemdez diwar e dreid hag o tont treutoc’h-treuta. Brema Herri en divije karet mont pell diouz an dud ha diouz ar bed.

Ar pez a greskas c’hoaz e anken a voe eur gouli a zavas en e c’har ; ne ouie ket penaos e oa deut. Gant ar gouli-ze ne c’helle bale, nemet dre galz a boan ha diwar-bouez flac’hou ; e nerz a yea digantan a zeiz da zeiz, hag o welet edo ar maro tost d’e zeuliou, e lavaras eun dervez da vap ar roue :

— Brema me ne doun mad mui da netra ebet evidoc’h ; gwella a c’houfac’h eta da ober eo lezel ac’hanoun da vont da vervel el lec’h ma karo Doue va c’has. Mar kavfen eul lec’h distro a-walc’h ha ne ve darempredet gant den, di e karfen gwella mont da chom ha da denna va huanad diveza.

— Mar ho peus c’hoant, eme ar prins yaouank, gant truez