outan, pa fell d’eoc’h mont diouz an dud, kit teir leo ac’halen, en eur c’hoad am beus-me eno. Ne gredan ket az afe di den ebet d’ho kaout : eno e c’helloc’h mont bemdez da loja en eur c’hoz chapel a zo e-kreiz ar c’hoad, evit gallout en em c’houdoria dioc’h ar gwall-amzer hag en em ziwall diouz al loened gouez hag ar re fall, mar teufe d’ezo klask ober droug d’eoc’h.
— Bennoz Doue ! prins mad, eme an den yaouank, evit ar vadelez ho peus em c’henver. Mont a ran d’al lec’h a lavarit. Kenavezo evit mad, emezan, rak dibaot eo ec’h en em welfemp ken !
— Marteze ! eme ar prins mad, c’hoant d’ezan c’hoaz da zizoania kalon an hini a oa bet e vignon, hag a garie atao ; nemet Doue, den ne oar petra a zo da c’hoarvezout gant pep hini ac’hanomp.
Goude kimiada diouz ar prins en eur ouela, Herri a ya ac’hano gant kalz a boan etrezek ar c’hoad a oa bet lavaret d’ezan. En em gavet eno a-benn ar pardaez, ha skuiz-maro gant ar pennad bale en devoa grêt, ez eas dioc’htu d’ar chapel hag ec’h azezas eno war eur maen, en eur ouela gwalc’h e galon hag o lavaret :
— Ker yen hag ar maen-man eo ar bed evidoun hiviziken ; va zad, va mamm a zo maro ha va c’hoar ivez, siouaz ! Ha petra a rin-me dre ama ? Gwell eo d’in mervel ha mall eo d’in mont da gaout ar re am beus karet hag o deus karet ac’hanoun.
Trei a rea an traou-ze gant doan war e spered, pa glev dor ar chapel, en doa prennet mad diabarz, o tigeri en eun taol