Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/29

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

hag o tont dirazan, ker kaer hag an heol pa vez o c’houlaoui un deiz, e c’hoar a laka anezan da sponta.

— Mar dont spez va c’hoar, eme Herri, dent d’am c’herc’hat da vont d’he c’haout, deut mad ra vezi ! Hast affo digas ar maro d’in !

— Ro peoc’h, va breur, emezi, me n’eo ket eur spez oun, da c’hoar avad, korf hag ene, hag evel m’az peuz anavezet anezi a-viskoaz. Atao oun beo, n’az pez ket aon eta ; klevet em beus pegen truezus eo da stad ha deut oun d’az parea.

Neuze an den yaouank a lamm da bokat d’e c’hoar, brema eur barr kaeroc’h evit na oa a-raok. Meska e zaerou a ra gant he re, en eur lavaret d’ezi :

— Eus a belec’h e teuez-te, va c’hoar ger ?

— Klev, emezi, me a ya da lavaret d’it ; da c’hortoz avad, va breur, deus d’in da c’har, ma welin petra a c’hoari ganti.

Neuze houman a denn eus he godell daou vigorn kaer evel arc’hant, a laka anezo war eun douzier lien gwenn-kann a oa ganti, hag o veza dizoloet gouli he breur e lavar d’ezan :

— Lez ac’hanoun brema ; en eur labourat me a lavaro d’it kement a zo bet c’hoarvezet ganen, abaoe ma ’z omp bet eat an eil diouz egile.

Neuze, ar plac’h yaouank a walc’h ar gouli hag a denn anezan al lin-wad, gant an dour a laka da zivera eus a unan eus ar bigorned arc’hant, hag e lavar evel-hen :

— Goude ma oas eat kuit, pa voe aozet al lestr, ni a yeas ivez ; hag eat our pennad mat, me a gouezas klanv gant an droug-mor. Va magerez hag he merc’h a lavaras d’in neuze