da ober eur sug kalz tevoc’h evit an hini en devoa gwelet stag ouz troad an demezel ; ha da zarn all, houarn ha dir ha diamant ivez da ober eun hanter dousen bouc’hili dremmet kalet a-walc’h evit trouc’ha ar sug a vije great.
Bouc’hili ha sug a ranke beza eno a-benn diou heur goude kreisteiz ; arabad e oa na vijent ket, pe anez e vije bet bec’h war groc’hen unan bennak.
Kroc’hen den ne zamantas ba great e voe sug ha bouc’hili er mare ma oa bet lakeat hag evit doare great mat, rak dioc’htu c’houec’h den eus ar re grenva, lakeat eno en eur renkad hed-a-hed ar sug, a zarc’hoas a-daol o c’houec’h, hag a reas seiz tamm anezi.
— Mat ar stal ! eme vap ar roue. C’houi, va zud, ho peus darc’hoet aze, a chomo ama ken a vezo emberr ha neuze ez aimp en tu bennak koment hini a zo ac’hanomp.
Great e voe evel a lavaras, ba, da guz-beol, ec’h en em gavent er c’hoad tost d’ar chapel. An dud a voe kuzet gant ar paotr da c’hortoz ar plac’h yaouank da zont.
Pa welas ar paotr bag ar prins ez edo Henori er chapel gant he breur, ez ejont o daou da renka o zud. Ar paotr bihan a chomas gant ar re-ma hag a lavaras d’ezo :
— Brema, en em lakait aze a-zoare ha pep hini diouz e du, evit gallout darc’hoi a-daol hag a nerz korf war ar sug a welit, pa ziskouezin d’eoc’h. Bezet gant pep hini e vouc’hal er vann. Arabad eo avad e ve unan war-lerc’h egile; evez ouzin brema !
Sini a ra hanter-noz, hanter-noz hanter a zo o vont da skei hag ar c’hoar a zo dare da vont evit mat diouz he breur.