Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/39

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Mat eo ! Pep tra a c’hoarvez evit ar gwella, eme ar prins yaouank. Deomp holl brema d’al lez.

Ar prins a glevas bed an bent gant e vignon petra a oa bet c’hoarvezet gant e c’hoar, ha penaos e oa bet taolet er mor gant he magerez hag he merc’h. Dre-ze, dioc’htu ma en em gavas er gear e lakeas gori eur fourn en devoa ha strinka enni e wreg hag he mamm. N’o devoa ket laeret o gobr, an diou bez-fall ma oant !

A-houn nebeut deiziou goude, e voe great an eured nevez gant ar prins yaouank hag ar plac’h koant-ma eus hor bro.

Fest a voe e-pad daou viz hep distaga, ha klevet a zo. lavaret e voe pedet gant ar brinsez nevez eur c’halz a dud eus a Vreiz da vont d’an Hiberni. Mont a rejont ha pa zistrojont, ne gleved anezo nemet o kana meuleudi da dud ar vro-ze, tud vat evit doare hag eus a ouenn ar Vretoned koz.

Ar brud eus ar pez a oa bet c’hoarvezet a redas buan dre gement bro a oa tro-war-dro, ha setu war zigarez ma oa bet devet an diou wreg fall, ne dalie ket eur gwenneg kroc’hen pep hini, setu eur brezel spontus o tigeri gant ar Zaozon fall a-enep roue an Hiberni. Eun abeg fall a oa hennez, hag eun dra bennak all eo a c’hoarie ganto.

Ar roue deut koz hag izilh a lakeas e vap e penn e zoudarded evit difenn e vro. Ar prins yaouank a oa eur paotr stard hag a galon. Pa glevas petra a oa ne deas ket war a-drenv, petra bennak ma oa rankout d’ezan raont diouz e bried ha lezel anezi er gear gant e dad. Hema, ar roue koz-ma, a oa eun den eus ar re wella. Evelato ar prins a lavaras d’ezan taol evez na c’hoarvezje droug ebet gant e bried yaouank.