Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/42

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

dont a-benn a gement-se, tec’het a eure hema eus o daouaro ha mont kuit hep na ouient e pe lec’h. Neuze prins an Hiberni a stagas eur wech c’hoaz gant ar Zaozon a oa dirazan, kalon a-walc’h en devoa heman hag e dud ivez, ma vijo bet hanter anezo d’ar re all ; pegement bennak ma oa bet lazet d’ar Zaozon marteze ouspenn an diou zrederenn wella eus o zud, ar re a oa beo c’hoaz a oa anezo muioc’h evit eus an Hibernied.

Neuze ar brezeller a zistro eur wech c’hoaz da staga gant ar Zaozon ; an dro-ma eo an diveza d’ezo, rak dre ma ’z ea heman a-raok, ne weled a-gleiz hag a-zehou nemet ar pennou o tistaga, an dud o koueza hag ar gwad o poullada ken doun, ma oa ruz-glaou bruched marc’h bras ar brezeller.

Spontus hag euzus e oa gwelet kemend-all a dud oc’h en em laza, klevet eun trouz hag a lakaje kalonou mammou da frailha en o c’hreiz. Perak an dud, p’o deus skiant, n’ int-i ket evit en em glevet etrezo, hep dont d’ en em laza, gwasoc’h evit al loened gouez ? Allaz netra ! E-pad ma vezo daou zen beo ha pa ve unan anezo en eur penn eus ar bed hag egile er penn all, atao e vezo brezel ganto, mar gellont.

En dro-ma ar Zaozon a oa bet flemmet ken doun gant ar brezeller, ma rankchont goulenn ar peoc’h. Red mat e oa d’ezo, rak kement den a vrezel a oa e Bro-Zaoz a oa deut d’an Hiberni, o kredi, emezo, e teuje ganto en distro kement vad a oa e-barz. Eun distro kaer o devoe, ha mad a voe great d’ezo. Biskoaz den ne voe paket evel ar re-man a rankas leuskel o c’hroc’hen eno da zec’hi betek ar varn. Hed eul leo hag ouspenn an douar a oa goloet gant korfou ar Zaozon. Gwad Saoz, a lavar darn zo, ne deo ket mat da drempa an douar, o veza ma sav diwarnan loustoni ha gwriziou fall e-leiz. Mat pe fall,