Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/45

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

hano anezan war e lizer, hag en devoa great taoliou ken kaer a lavare.

— E feiz, eme ar prins, diês e ve d’in lavaret piou eo, pa ne ouzoun va-unan. Goulennet a-walc’h em beus e hano ; hen avad ne falveze ket d’ezan e vije anavezet gant den, evit doare. Ne gav ket d’ in e ve eus ar vro-ma, rak ne anavezan den ebet dre ama a gement a ve ken krenv ha ma ’z eo.

Ar wreg yaouank a ra an neuz da veza souezet ; sellet a ra ouz ha fried, hag, en eur zellet, e wel, evel kement hini a zo eno, n’ ema mui e groaz ouz e vruched gantan.

— Asa ! emezi, petra ho peus-hu great eus ho kroaz ? Pe gollet pe betra eo ganeoc’h ?

— Red eo ma ve ! eme vap ar roue, ne felle ket d’ezan lavaret ar wirionez war gement-man. Tizet eo bet, me oar vat, gant eun taol goaf pe eun taol kleze bennak, e-kreiz an emgann, ha neuze eo kouezet ha kollet, hep gouzout d’ in.

— Diwallit, va fried, eme ar wreg yaouank, na ve gaou a lavarfac’h ! Roet eo ho peus anezi da unan bennak, ha marteze houman eo, emezi, o tenna eus he godell hag o tiskouez d’ ezan ar groaz he devoa bet digantan.

— Gwir eo, eme vap ar roue, hounnez eo va c’hroaz, ha penaos ho peus-hu bet anezi ?

— Penaos, emezi, em bije-me bet gallet he c’haout, ma n’ ho pije ket c’houi roet anezi d’ in !

Neuze ar prins hag ar re all a oa eno, kouls hag ar roue koz e-unan, a anavezas ervad e oa hi eo a oa bet eat d’ an emgann hag he devoa bet great an taoliou kaer a oa hano