ar roue a oa eus e oajou. En he fenestr edo, ha, pa welas ar pesketaer bihan o vont en ti, e tiskennas da welet da betra ’oa deuet.
— Sada eur pesk, eme ar paotr, am eus paket en aod, n’eus ket pell, fresk-beo eo c’hoaz.
— Piou, eme ar verc’h, en deus lavaret d’it digas anezan ama ?
— Den ebet, eme ar paotr. Deut oun va-unan, evel an dro genta.
— Bet out c’hoaz ? eme ar verc’h prinsez.
— Ya, eme ar pesketaer.
— Ha petra ac’h eus bet evit da besk ?
— Bennoz Doue.
— En dro-man, eme houman d’ezan, ne chomi ket war bennoz Doue. Del ! emezi, sada tri c’hant skoed hag ar yalc’h. Kas anezo d’az tad a zo paour evit doare. Deport c’hoaz ; bremaik az pezo c’hoaz. Arabad avad lavaret ez pe bet netra diganen.
Ha houman mont da gaout ar roue ha dont gantan d’an traon da gaout ar pesketaer bihan.
— Deut out adarre, va faotr ? emezan. Mad ac’h eus great, rak ma n’ac’h eus bet netra er wech kenta, en dro-man ne di ket goullo d’ar gear : del tri c’hant skoed evit da besk.
— Brema, eme ar verc’h yaouank d’ezan, e ranki en em wiska kempennoc’h an dro genta ma teui. Mont d’ar skol a ranki ivez ha deski mat, ha me, neuze, am bezo sonj ac’hanout.
Ar paotr a zistroas laouen d’ar gear, leun e c’hodel baour a aour hag arc’hant. Evel a oa lavaret d’ezan a reas : mont a reas