Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/62

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

ne deuot ket da greski hor bandenn. Da ziwall hoc’h eus avad, vak, dioc’htu ma welo an teir-man e viot eat en o lestr, ez aint war ho lerc’h gwasoc’h eget tri diaoul, ha ne c’hellot tec’het ma vefec’h paket ganto war-n-hed dek leo tro-war-dro.

Ar c’habiten neuze a lavaras d’e vartoloded :

— Klevet hoc’h eus eveldon-me ; dre-ze ’ta livirit d’ar re all ar pez a zo da ober. Pa viot distro, tennit eus va lestr koz kement a zo em c’hambr da lakaat el lestr aour, ha goude goueledit anezan hag it en egile. Likit pep tra e doare, evit m’en em gavimp.

Sada neuze ar re-man a ya da gaout an teir brinsez a oa adarre eno gant o basin. Ma voe gwisket ar vartoloded-man ivez evel ar re all, ha kuit ac’hano dioc’htu, ha digaset an hini koz.

Neuze, mab ar pesketaer a yeas gant an teir-ma, a goanias ganto, ha goude a c’hoarias outo peb eil. Koll a rejont kement tra o doa, ha, pa n’o doe ken nemet o lestr aour, e c’hoarijont anezan ivez, hag her c’hollchont ouz mab ar pesketaer. Heman neuze, pa voe deut eiz eur, a lavaras kenavezo d’ezo, ha kuit evit distrei d’e lestr.

Ar martolod koz en em gavas gantan en hent, eur pez bouc’hal war e skoaz.

— Piou, eme vab ar pesketaer, en deus roet ar vouc’hal-ze d’eoc’h ?

— N’ouzoun ket, emezan. Chomet ’oan dre ama, evel ma ’z oa lavaret d’in, hag o trei em spered edon penaos hon divije gallet mont ac’han, pa welis eur maout bras eus ar vandenn zenved a zo aze o skei gant e dreid, hag o pigosat war an douar. Ma ’z is betek-hen da welet petra a oa, ha ma kavis eno ar vouc’hal-man