— Ha breman, eme ar c’habiten, penaos a ri-te evit distrei da-unan d’ar gear ? Emomp tost d’en em gaout en Indez.
— Arabad d’eoc’h kaout nec’h gant an dra-ze, eme heman. Me ’vezo er gear eun tamm brao a-raok ma viot-hu, a-raok zoken m’ho pezo great diou leo.
Ar martolod-man a yeas dioc’h ar c’habiten, ha, pa na zonje mui den ennan, a lavaras :
— Ra vezin-me er gear, e Landerne, e ti va mamm !
Ha dioc’htu ne voe gwelet mui, hag ec’h en em gavas e ti e vamm e Landerne.
An hini goz-man n’edo ket war-c’hed anezan, pell dioc’h eno, hag e voe sonezet o welet he mab o tigeri an nor. Chom a reas mantret.
— Penaos, emezi, out-te deut d’ar gear ? Me ’gave d’in edos en Indez.
— Tost oun bet, va mamm. Evelato, setu me ama, distro evit mat. Me ne din ken war ar mor, emezan o pokat d’ezi ha d’e voereb koz a oa o chom gant e vamm.
An diou-man laouen a lavaras :
— Red eo d’eomp kerc’hat eun dra bennak d’it.
Eur gwenneg bennak a oa en ti, daoust ma ’z oa paour an diou goz. Ma lavaras ar vamm d’he c’hoar :
— Kemer ar voutailh ’zo aze, ha kea da gerc’hat eur voutailhad win, pa ’z eo distro va mab.
— It ho-tiou, eme heman, me a ziwallo an ti, endra ma viot o vont